En Franēais

    Bloavezh ar glav e oa ar Sant-Loup 2007, ur bloavezh fall war-fed an arc’hant hag a vo gwelloc’h ganeomp ankouaat buan. Ar bloaz-mań c’hoazh e talc’h skipailh Festival Sant Loup da vrudań Gwengamp, an trowardroioł ha Breizh a-bezh ive dre Festival Dańsoł Breizh.

    2500 a Sonerien, Dańserien, Arzourien deus ar broioł keltiek an hini ac’h a d’ober hon Festival. An taol-mań adarre e faota deomp, da gentań-penn, reiń deoc’h da welet arvestoł nevez-krouet tro-dro d’an dańs : kelc’hioł KEMPERLE ha PONT-’N-ABAD, asambles gant Bagad CAP CAVAL, a ziskouezo deomp o abadennoł EKLATAN hag IJIN…
 

    Bretoned all a vo ive : GWENNYN, SOLDAT LOUIS, LES GORISTES, SCONE, ar strollajoł rock PAT O’MAY ha BLANKASS.
Ne vo ket dileusket Iwerzhon evit afer-se peogwir eo pedet ar ganerez brudet-kaer Mary BLACK, ar strollad THE RAPPAREES deut deus an Norzh… hag ar re a blij an dańsoł gant stlakerezed dezhe a vo bamet dirak AVALON CELTIC DANCE.
Anez ankouaat Galisia gant LEILIA, ur strollad 5 kanerez ennań.

    Evel-just eo an dańsoł, na pa vefent mod hengounel pe nevesaet, an hini ac’h a d’ober kalon hon Festival bepred, ha n’eo ket e 2008 c’hoazh e vefomp disouezhet o welet an eizh kelc’h keltiek bet dibabet evit lodenn diwezhań ar c’honkour.

    Deut omp da vezań unan deus festivalioł pennań an hańv, ar pezh a zegas joa d’hon c’halon.

    Festival mat a hetan deoc’h. Mechańs e vefet plijet oc’h ober anaoudegezh gant ur Gźr, gant ur Vro lec’h zo lańs gant ar Sevenadur.
 


J.P. ELLIEN
Prezidant Gouel Saut-Loup